Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 13:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Loened gouez an inizi a yudo en he falezioù, hag an erevent en he ziez a blijadur. Hec'h amzer a zo tost da zont, he deizioù ne vint ket astennet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 13:22
19 Iomraidhean Croise  

hor c'halon n'eo ket aet war a-dreñv, hor pazioù n'int ket pellaet diouzh da hent,


Ober a rin anezhi un toull evit an heureuchined, ur c'heun, he skubañ a rin gant skubell an distruj, eme AOTROU an armeoù.


Eus ar gêr ec'h eus graet ur bern mein, hag eus ar geoded nerzhus un dismantr. Kreñvlec’h an diavaezidi n'eo ket ken ur gêr, ne vo biken adsavet.


Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,


Ar spern a gresko en he falezioù, an drez hag an askol en he c'hreñvlec'hioù. Eno e vo toulloù an aourgon ha tiez ar struskañvaled.


Eno en em gavo loened gouez ar gouelec'h gant loened gouez an inizi. Eno e yudo ar bouc'hed an eil d'egile. Eno e kludo an toud hag a gavo diskuizh ennañ.


Al lec'h sec'h a vo troet en ul lenn, an douar disec'h e mammennoù-dour; en toulloù ma oa an aourgon o chom enno e vo ur park a gorz hag a vroen.


Loened ar parkeier a roio gloar din, gant an aourgon hag ar struskañvaled, dre ma em bo lakaet doureier er gouelec'h, ha stêrioù el lec'h didud, evit reiñ da evañ da'm fobl, va re zibabet.


Diskar Moab a zo tost, hag e walleur a ya buan war-raok.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost.


Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.


An aourgon zoken a ginnig o bronn hag a ro da zenañ d'o re vihan. Met merc'h va fobl a zo deuet da vezañ kriz evel struskañvaled ar gouelec'h.


En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoù evel an aourgon hag e kañvaouin evel ar struskañvaled.


Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.


Tropelloù a gousko en he c'hreiz, loened a bep seurt, ar pilikant hag an heureuchin a vo o chom e-touez togennoù e golonennoù. Kriadennoù a vo klevet ouzh ar prenestroù, an distruj a vo war an treuzoù, hag al lambrusk sedrez a vo lamet kuit.


Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c'hoarvezout.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan