Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 13:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Loened gouez ar gouelec'h o devo eno o zoulloù, he ziez a vo leuniet gant ar c'haouenned, ar struskañvaled a zeuio da chom eno, hag ar bouc'hed a lammo e-barzh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 13:21
10 Iomraidhean Croise  

Ober a rin anezhi un toull evit an heureuchined, ur c'heun, he skubañ a rin gant skubell an distruj, eme AOTROU an armeoù.


Setu bro ar Galdeiz, ar re ha ne oant ket ur bobl gwechall; Ashur a roas ar vro-se da dud ar gouelec'h. Sevel a rejont tourioù, distrujañ a rejont palezioù Tir, he lakaat a rejont en distruj.


Eus ar gêr ec'h eus graet ur bern mein, hag eus ar geoded nerzhus un dismantr. Kreñvlec’h an diavaezidi n'eo ket ken ur gêr, ne vo biken adsavet.


Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,


Loened gouez ar gouelec'h o devo eno o zoulloù gant an aourgon, ar struskañvaled a zeuio da chom eno, ne vo biken tud o chom eno, ne vo ken annezet a oad da oad.


ar struskañval, an toud, ar skrav, ar sparfell hag he rumm,


En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoù evel an aourgon hag e kañvaouin evel ar struskañvaled.


Tropelloù a gousko en he c'hreiz, loened a bep seurt, ar pilikant hag an heureuchin a vo o chom e-touez togennoù e golonennoù. Kriadennoù a vo klevet ouzh ar prenestroù, an distruj a vo war an treuzoù, hag al lambrusk sedrez a vo lamet kuit.


Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan