Ha setu, e teu ur c'harr gant un den ha marc'hegerien daou-ha-daou. Hag e komzas o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon! Hag holl skeudennoù he doueoù a zo bet bruzunet d'an douar.
En em vodit holl, ha selaouit: Pehini anezho en deus disklêriet an traoù-se? An AOTROU en deus e garet: eñ a gaso da benn e blijadur a-enep Babilon, e vrec'h a vo a-enep ar Galdeiz.
Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.
Penaos eo bet tapet Sheshak? Penaos eo bet paket an hini a oa meulet gant an douar holl? Penaos eo deuet Babilon da vezañ ur rivin, e-touez ar broadoù?
hag e lavari: AOTROU, lavaret ec'h eus diwar-benn al lec'h-mañ e vo distrujet, en doare na chomo ennañ na den na loen, met ma vo ur gouelec'h da viken.
ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?
Diskaret em eus hiniennoù en ho touez, evel ma tiskaras Doue Sodom ha Gomora, hag ez oc'h bet evel un etev tennet eus an tan. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.
Setu perak, me a zo bev! eme AOTROU an armeoù, Doue Israel, Moab a vo evel Sodom ha mibien Ammon evel Gomora, ul lec'h goloet a linad, ur vengleuz holen, ur glac'har da viken. Nemorant va fobl o freizhataio, ha nemorant va broad o ferc'henno.
Izaia en doa lavaret diagent en hevelep doare: Ma n’en dije ket Aotrou an armeoù lezet ganeomp un hadenn, e vijemp deuet evel Sodom, hor bije heñvelekaet Gomora.
soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,
Teurel a raent poultr war o fenn hag, o ouelañ hag o c’harmiñ, e krient o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! Ar gêr vras, enni ar re holl o doa listri war ar mor a oa en em binvidikaet dre he fuilhentez! Rak en un eur eo aet da netra.