Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 13:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Gant o gwareg e tiskaront ar re yaouank, bez' e vint didruez ouzh frouezh ar c'horf, o lagad n'esperno ket ar vugale.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 13:18
18 Iomraidhean Croise  

Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.


Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.


Setu, ar vibien a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c'hof.


O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet.


Dont a raio warnout an daou dra-se, en ur pennad hag en un hevelep deiz: kañvoù a vugale hag intañvelezh. Dont a raint warnout war un dro, en abeg da niver bras da strobinelloù, hag en abeg da c'halloud da achanterezh.


O biroù a zo lemm, o holl waregoù a zo stegnet, karnioù o c’hezeg a zo evel mein, rodoù o c'hirri a zo evel un avel-dro,


Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel,


He c'hlaouier-biroù a vo evel ur bez digor, holl ez int tud kalonek.


Setu perak he zud a zibab a gouezho war he leurioù, hag hec'h holl dud a vrezel a vo kaset da get en deiz-se, eme an AOTROU.


Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Babilon.


drezout em eus brevet ar paotr hag ar plac'h, drezout em eus brevet an den kozh hag ar bugel, drezout em eus brevet an den yaouank hag ar plac'h yaouank,


Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Sion.


Ha me ivez, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoù war o fenn.


Ha setu ul loen all, an eil, heñvel ouzh un arzh, hag en em zalc'he war ur c'hostez. Teir c'hostezenn en doa en e c'henoù etre e zent, hag e veze lavaret dezhañ: Sav, debr kalz a gig.


Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhañ a raint dre ar c'hleze, o bugaligoù a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet.


An distrujer a zeu a-enep dit, diwall ar c'hreñvlec'h, evesha an hent, nerzheka da zivgroazell, dastum da holl nerzhoù.


Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioù ar straedoù, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl briñsed a voe ereet gant chadennoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan