Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.
Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.
Evel-se e vo evidout ar re a boanies ganto, ar re ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz; kerzhout a reont pep hini diouzh e du, n'eus den da saveteiñ ac'hanout.
Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.
Dilamit eus Babilon an hini a had hag an hini a ra gant ar falz da vare an eost. Dirak ar c'hleze distrujus, ra zistroio pep hini etrezek e bobl, ra dec'ho pep hini d'e vro.
Louzaouet hon eus Babilon ha n'eo ket pareet. Lezit hi, ha deomp pep hini d'e vro, rak he barnedigezh a dizh betek an neñvoù hag a sav betek ar goabrennoù.
Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.