em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag ar c'hriadennoù am eus laosket war-zu ennañ a zo savet betek e zivskouarn.
An AOTROU en deus astennet e zorn war ar mor, lakaet en deus ar rouantelezhioù da grenañ, roet en deus un urzh a-enep Kanaan: distrujañ e greñvlec'hioù,
An hini a dec'ho dirak trouz ar spouron a gouezho er poull, an hini a vo adpignet eus kreiz ar poull a vo paket er roued, rak stouvelloù an nec'h a zigor, ha diazezoù an douar a gren.
Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.
Savit ho taoulagad etrezek an neñvoù, sellit d'an traoñ etrezek an douar, rak an neñvoù a steuzio evel moged, hag an douar a vo teuc'h evel un dilhad, hag e annezerien a varvo evel kelien. Met va silvidigezh a bado da viken, ha va reizhder ne dremeno ket.
Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.
An AOTROU a yudo eus Sion, hag e vo klevet e vouezh eus Jeruzalem. An neñvoù hag an douar a vo brañsellet, met an AOTROU a vo ur vodenn evit e bobl hag an nerzh evit mibien Israel.
Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.