Izaia 13:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
11 Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.
Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoù, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloù.
Diskar a rez safar an diavaezidi, evel an tommder war un douar sec'h, evel ma vez diskaret an tommder dindan skeud ur goumoulenn. Kan ar re spontus a vo izelaet.
Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.
eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoù, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediñ ezañs war ar menezioù hag o deus va dismegañset war ar c'hrec'hioù. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.
Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.