Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 12:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 12:6
40 Iomraidhean Croise  

Bez' eo lec'h va diskuizh, da viken. Enni e vin o chom, rak he dibabet em eus.


Benniget ra vo eus Sion an AOTROU, eñ hag a zo o chom e Jeruzalem! Meulit an AOTROU!


Ur stêr hag he gwazhioù a laouena kêr Doue, lec'h santel chomlec'h an Uhel-Meurbet.


Menez Doue, menez Basan, menez gant leinoù niverus, menez Basan,


Hag e veulin ac'hanout war ar lud evit da fealded, o va Doue! Kanañ a rin evidout war an delenn, o Sant Israel!


Rak te eo o gloar hag o nerzh, dre da vadelezh eo savet hor c'horn.


Ar re a anavez da anv a fizio ennout, rak ne zilezez ket ar re a glask ac'hanout, o AOTROU!


An AOTROU a zo bras e Sion, savet eo dreist an holl bobloù.


Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!


Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoù: Va fobl, te hag a zo o chom e Sion, na'z pez ket aon rak an Asiria; skeiñ a ra warnout gant ar wialenn, hag e sav e vazh ouzhit en doare an Ejipt,


Sevel a raint o mouezh, hag e laoskint kriadennoù a levenez; eus harzoù ar mor e kanint meurded an AOTROU.


Al loar a ruzio, an heol a vo mezhek, pa reno AOTROU an armeoù war Venez Sion, e Jeruzalem, leun a c'hloar dirak e henaourien.


Rak ne oueli ket ken, pobl Sion hag a zo o chom e Jeruzalem; ober a raio trugarez dit pa grii, adalek ma klevo ac'hanout, e selaouo ouzhit.


Eno eo en em ziskouez an AOTROU en e veurded evidomp, bez' eo evel stêrioù, stêrioù-meur ledan, e-lec'h ne yelo ket ar bigi dre roeñvoù, e-lec'h ne dremeno ket al listri bras.


Hini ebet eus ar re a zo o chom eno ne lavaro: Me 'zo klañv. Ar bobl o chom enni en deus bet ar pardon eus he direizhder.


Pign war ur menez uhel, te hag a embann keloù mat da Sion, sav da vouezh gant nerzh, te hag a embann keloù mat da Jeruzalem, sav anezhi, na'z pez ket aon, lavar da gêrioù Juda: Setu ho Toue!


Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.


O gwentañ a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel.


Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


Laouena, gaonac'h, te na c'hanes ket, strak ha laosk kriadennoù a levenez, te na c'houzañves ket gwentloù ar gwilioud, rak mibien an hini dilezet a vo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried, eme an AOTROU.


Sunañ a ri laezh ar broadoù, sunañ a ri bronn ar rouaned, hag e ouezi ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.


Den n'eo heñvel ouzhit, AOTROU! Te a zo bras, ha da anv a zo bras e galloud.


Peogwir ec'h eus lavaret: An div vroad hag an div vro a vo din, hag o ferc'hennimp, petra bennak ma'z oa an AOTROU eno,


Hag e lakain va anv santel da vezañ anavezet e-touez va fobl Israel, ne zisakrin ken va anv santel, hag e ouezo ar broadoù ez on me an AOTROU, Sant Israel.


Hag e lavaras din: Mab an den, amañ emañ lec'h va zron, lec'h solioù va zreid, ma vin o chom ennañ da viken, e-touez mibien Israel. Ti Israel ne saotro ken va anv santel, nag int nag o rouaned, dre o gastaouerezh, na dre gorfoù marv o rouaned war o uhellec'hioù.


An dro he devo triwec'h mil ilinad, hag adalek hiziv, anv kêr a vo: An AOTROU a zo amañ.


Ouzh harz Juda, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo al lodenn savet a ginnigot: pemp mil warn-ugent ilinad a ledander, hag an hirder evel unan al lodennoù eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol. Ar santual a vo en he c'hreiz.


Ne rin ket hervez tan va c'hounnar, ha ne zistroin ket da zistrujañ Efraim, rak Doue ez on ha nann un den. Ar Sant ez on ez kreiz, ne zistroin ket gant fulor.


Gouzout a reot ez on e-kreiz Israel, hag ez on an AOTROU ho Toue, ha n'eus hini all ebet. Ha va fobl ne vo biken mezhek.


Gwalleur d'an dud a zo o chom e-kichen ar mor, da vroad ar Geretiz! Komz an AOTROU a zo a-enep deoc'h, Kanaan, douar ar Filistined! Da zistrujañ a rin betek na'z po den ken.


Ha me a vo eviti, eme an AOTROU, ur voger-tan a-dro-war-dro dezhi, ha me a vo ar c'hloar en he c'hreiz.


Setu ez an da sevel va dorn a-enep dezho, hag e vint preizh ar re a oa o servijerien, hag e ouiot ez on bet kaset gant AOTROU an armeoù.


N'en deus ket merzet direizhder e Jakob, n'en deus ket gwelet drougiezh en Israel. An AOTROU e Zoue a zo gantañ, hag e vez klevet eno youc'h ur roue.


Ne zaskori ket d'e vestr ur sklav a vo aet da repuiñ davedout digant e vestr.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan