Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.
AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac'h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.
En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.
Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.
Neñvoù, kanit gant joa! Douar, laouena! Menezioù, laoskit kriadennoù a levenez! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl, truez en deus bet ouzh e re c'hlac'haret.
Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.
Kement-mañ a vo evidon evel gant doureier Noe, evel pa em boa touet n'en em skuilhje ken doureier Noe war an douar, evel-se em eus touet na gounnarfen ken ouzhit ha na c'hourdrouzfen ken ac'hanout.
Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.
Deuet out a-ziarbenn d'an hini a laouena oc'h ober ar reizhder, ha d'ar re a gerzh ez hentoù o kaout soñj ac'hanout. Setu, erezet out bet rak pec'het hon eus abaoe pell, met salvet e vimp.
Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.
Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Distroet em eus etrezek Jeruzalem gant truez. Va zi a vo adsavet enni, eme AOTROU an armeoù, hag ar gordenn a vo astennet war Jeruzalem.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezañ evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioù a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.