7 Ar vuoc'h a beuro gant an arzhez, o reoù vihan a c'hourvezo a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen.
Ar poupig a zen e vamm a c'hoario e-kichen toull an aspig, hag ar bugel dizonet a astenno e zorn e toull ar wiber.
Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.