AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac'h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.
Gwisket en deus ar reizhder evel un hobregon, ha tokarn ar silvidigezh war e benn, gwisket en deus ar veñjañs evel un dilhad, hag e oa goloet gant ar warizi evel gant ur vantell.
Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.
Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,
Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c’hig, c’hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c’hig en deus paouezet da bec’hiñ,