Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 11:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Bez' e vo un hent evit an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, evel ma voe evit Israel, en deiz ma teuas kuit eus bro Ejipt.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 11:16
18 Iomraidhean Croise  

Mibien Israel a yeas e-kreiz ar mor war ar sec'h, an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.


Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.


En deiz-se an nemorant eus Israel hag ar re a zo en em dennet eus ti Jakob ne gendalc'hint ket ken d'en em harpañ war an hini a skoe warno, met en em harpañ a raint gant fealded war an AOTROU, ar Sant eus Israel.


En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.


En deiz-se e vo un hent eus Ejipt da Asiria, an Asiria a zeuio d'an Ejipt, an Ejipt d'an Asiria, hag an Ejipsianed a servijo gant an Asirianed.


En deiz-se e vo sonet gant ar shofar, hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.


Treiñ a rin va holl venezioù en hentoù, hag adsavet e vo va gwenodennoù.


Setu, int amañ a zeu a-bell, ar re-se eus an hanternoz hag eus ar c'huzh-heol, ar re-hont eus bro ar Sinianed.


Ha n'eo ket te a zisec'has ar mor, doureier an islonk bras, a reas eus donderioù ar mor un hent, evit lakaat an dasprenidi da dremen?


Hag e vo lavaret: Plaenait, plaenait, kempennit an hent! Tennit pep harz diwar hent va fobl!


Tremenit, tremenit dre an dorojoù, kempennit hent ar bobl! Plaenait, plaenait ar chaoser, tennit ar vein diwarnañ! Savit ur banniel etrezek ar pobloù!


Hag e vo an aodoù-mañ evit nemorant ti Juda, eno e peurint. D'an abardaez e tiskuizhint e tiez Askelon, rak an AOTROU o Doue o gweladenno hag a zegaso en-dro o sklaved.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan