Ha ne'c'h eus ket gwelet penaos he deus komzet ar bobl-mañ, o lavarout: An daou diegezh en doa an AOTROU dibabet, en deus taolet kuit? Evel-se e tisprizont va fobl en doare ma ne vefe ken ur vroad d'o daoulagad.
En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, mibien Israel a zeuio, int ha mibien Juda a-gevret. Kerzhout a raint en ur ouelañ, hag e klaskint an AOTROU o Doue.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa em bo dastumet ti Israel a-douez ar pobloù m'emaint strewet enno, e vin santelaet drezo dirak daoulagad ar broadoù, hag e vint o chom en o bro am eus roet da'm servijer Jakob.