Eus penn pellañ an douar hon eus klevet kanañ: Enor d'an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c'hanazed a ra taolioù-ganas, ar c'hanazed a ra taolioù-ganas e-leizh!
En deiz-se e vo sonet gant ar shofar, hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e savin va dorn etrezek ar broadoù, hag e savin va banniel etrezek ar pobloù, degas a raint da vibien etre o divrec'h, hag e tougint da verc'hed war o skoaz.
Ha bremañ e komz an AOTROU, eñ hag en deus va stummet adalek ar c'hof evit bezañ e servijer, evit degas Jakob d'e gavout en-dro, hag Israel strewet; met e vin enoret dirak daoulagad an AOTROU, ha va Doue a vo va nerzh.
Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c'huzh-heol, hag e c'hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stêr, Spered an AOTROU en lakaio war dec'h.
Sav da zaoulagad en-dro dit ha sell: an holl en em zastum hag e teuont da'z kavout, da vibien a zeu a-ziabell, da verc'hed a zo douget war an divrec'h.
Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.
Hag e tastumin an nemorant eus va deñved, eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag o degasin en-dro d'o feurvan, hag e vint frouezhus hag e liesaint.
En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, mibien Israel a zeuio, int ha mibien Juda a-gevret. Kerzhout a raint en ur ouelañ, hag e klaskint an AOTROU o Doue.
Savit ur banniel a-enep mogerioù Babilon, kreñvait ar ged, lakait gwarded, kempennit spioù! Rak an AOTROU en deus bet ur mennad, hag e raio hervez ar pezh en deus lavaret a-enep tud Babilon.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa em bo dastumet ti Israel a-douez ar pobloù m'emaint strewet enno, e vin santelaet drezo dirak daoulagad ar broadoù, hag e vint o chom en o bro am eus roet da'm servijer Jakob.
Breutait a-enep ho mamm, breutait, rak n'eo ket va gwreg, ha n'on ket he gwaz. Ra lamo he gastaouerezh a-zirazi hag hec'h avoultriezh diouzh he divronn,
Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.
Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec’h ez aio na c’hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C’hresianed ha kelenn a raio ar C’hresianed?
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,
Goude-se, e welis pevar ael en em zalc’he e pevar c’horn an douar, o terc’hel ar pevar avel evit na c’hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet.