Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 11:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 11:11
69 Iomraidhean Croise  

Deroù e rouantelezh a voe Babel, Erek, Akkad ha Kalne, e Bro Shinear.


Mibien Sem a voe: Elam, Ashur, Arpaksad, Lud hag Aram.


Met c'hoarvezout a reas penaos, o vezañ aet eus tu ar sav-heol, e kavjont ur blaenenn e bro Shinear hag e chomjont eno.


En amzer Amrafel roue Shinear, Arjok roue Ellazar, Kedorlaomer roue Elam, ha Tideal roue Goim,


Anv an eil stêr eo Gihon; hounnezh eo an hini a ra tro holl vro Gush.


Roue Asiria a gasas tud eus Babilon, eus Kuta, eus Ava, eus Hamad hag eus Sefarvaim, hag a lakaas anezho e kêrioù Samaria, e-lec'h mibien Israel. Hag e perc'hennjont Samaria, hag e chomjont en he c'hêrioù.


Hag ar roue Asueruz a lakaas tailhoù war ar vro ha war inizi ar mor.


A-dra-sur Doue a vruzuno penn e enebourien, klopenn blevek eus hini a gerzh en e dorfedoù.


Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.


En deiz-se an nemorant eus Israel hag ar re a zo en em dennet eus ti Jakob ne gendalc'hint ket ken d'en em harpañ war an hini a skoe warno, met en em harpañ a raint gant fealded war an AOTROU, ar Sant eus Israel.


Ha n'eo ket eus Kalno evel eus Karkemish? Ha n'eo ket eus Hamad evel eus Arpad? Ha n'eo ket eus Samaria evel eus Damask?


Bez' e vo un hent evit an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, evel ma voe evit Israel, en deiz ma teuas kuit eus bro Ejipt.


Hag an AOTROU en em roio da anavezout d'an Ejipsianed, hag an Ejipsianed a anavezo an AOTROU en deiz-se; kinnig a raint aberzhoù ha donezonoù, hag e raint gouestloù d'an AOTROU hag o seveno.


Evel-se an AOTROU a skoio gant an Ejipsianed, skeiñ ha yac'haat a raio, distreiñ a raint d'an AOTROU, aspedet e vo ganto hag e yac'haio anezho.


Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.


Elam en deus kemeret e glaouier-biroù, hag e oa kirri leun a dud hag a varc'hegerien; Kir en deus tennet e skoed er-maez.


Meulit eta an AOTROU e sklêrijenn ar flammoù, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.


Hag an nemorant a zo en em dennet e ti Juda a vounto e wrizioù a-zindan hag a roio e frouezh a-us.


Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit e veuleudi eus pennoù an douar, c'hwi hag a ziskenn d'ar mor ha kement a zo ennañ, inizi hag o zud!


Ra vo roet gloar d'an AOTROU, ha ra vo embannet e veuleudi en enezi!


Ne zilezo ket ha ne blego ket, ken n'en devo lakaet ar varnedigezh war an douar; hag an inizi a zo en gortoz eus e lezenn.


Evel-henn e komz an AOTROU: Labour an Ejipt, gounid an Etiopia, ar re ventek eus Seba, a dremeno etrezek ennout hag a vo dit. Kerzhout a raint war da lerc'h, hag e tremenint chadennet, hag e stouint dirazout, hag ec'h aspedint ac'hanout: Doue n'en em gav nemet ganit, n'eus doue all ebet.


Setu, int amañ a zeu a-bell, ar re-se eus an hanternoz hag eus ar c'huzh-heol, ar re-hont eus bro ar Sinianed.


Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.


da holl rouaned Zimri, da holl rouaned Elam, da holl rouaned Media,


Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.


Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz diwar-benn an holl Yuzevien a oa o chom e Migdol, en Tapanez, e Nof hag e bro Batroz, er gerioù-se:


Diwar-benn Damask. Hamad hag Arpad a zo mezhekaet, rak klevet o deus keloù fall, teuziñ a reont. Gwall vor 'zo ha ne c'hell ket sioulaat.


graet o deus da roeñvoù gant derv eus Basan, ha da c'horre-bourzh gant olifant sterniet e beuz eus inizi Kittim.


hag e tegasin en-dro re zalc'het an Ejipt, hag e rin dezho mont en-dro da vro Batroz, en o bro c'henidik, met e vint eno ur rouantelezh dinerzh.


Hag e kwastin Patroz, an tan a lakain e Zoan, ha va barnedigezhioù a rin war No.


Eno emañ Elam, hag e holl engroez en-dro d'e vez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze, diskennet int diamdroc'h da zonderioù an douar, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d'ar poull.


A-benn kalz a zeizioù e vi galvet, er bloavezhioù diwezhañ e teui d'ar vro dieubet eus ar c'hleze ha dastumet a-douez meur a bobl, war venezioù Israel, a vo bet gwastet pell. Neuze, distroet holl a-douez ar pobloù, e vint o chom eno e surentez.


An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.


Goude e troio e zremm etrezek an inizi, hag e tapo meur a hini, met ur penn a dorro e zismegañs hag a lakaio e zismegañs da gouezhañ warnañ.


Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kêr proviñs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stêr Ulai.


Ha mibien Juda ha mibien Israel a vo bodet a-gevret, hag e lakaint warno ur penn, hag e pignint eus ar vro, rak bras e vo deiz Jizreel.


Kerzhout a raint war-lerc'h an AOTROU a yudo evel ul leon. Pa yudo, e teredo ar vibien gant hast eus ar c'huzh-heol.


Hag e teredint eus an Ejipt evel ul labous, hag eus bro Asiria evel ur goulm, ha me o lakaio da chom en o ziez, eme an AOTROU.


En deiz-se e teuint betek ennout eus Asiria hag eus kêrioù an Ejipt, eus an Ejipt betek ar stêr, eus ur mor betek egile, eus ur menez betek egile.


An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.


Lavarout a reas din: Da sevel un ti dezhañ e bro Shinear; ha pa vo kempennet, e vo lakaet eno war e ziazez.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da saveteiñ va fobl eus bro ar sav-heol hag eus bro ar c'huzh-heol.


Ehanañ a ra ivez war Hamad, a stok outi, ha war Dir ha Sidon, daoust d'o furnez vras.


Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?


hag evel-se holl Israel a vo salvet, evel ma’z eo skrivet: An dieuber a zeuio eus Sion hag e pellaio eus Jakob pep dizoujañs;


met pa en em zistroont ouzh an Aotrou, ar ouel a zo lamet.


Ha koulskoude ez int da bobl ha da hêrezh, ac'h eus lakaet da vont kuit eus bro Ejipt dre da c'halloud bras ha da vrec'h astennet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan