Goude ma voe graet an oberennoù a fealded-se, ec'h erruas Sankerib roue Asiria. Dont a reas e Juda, hag e kampas a-enep ar c'hêrioù kreñv, gant ar mennozh da dapout anezho.
Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoù: Va fobl, te hag a zo o chom e Sion, na'z pez ket aon rak an Asiria; skeiñ a ra warnout gant ar wialenn, hag e sav e vazh ouzhit en doare an Ejipt,
An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.
Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.
setu ar gomz en deus disklêriet an AOTROU a-enep dezhañ: Disprizañ a ra ac'hanout, c'hoarzhin a ra ouzhit, ar werc'hez merc'h Sion. Hejañ a ra he fenn war da lerc'h, merc'h Jeruzalem.
Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Sion.
Dont a reas David da Nob, da gavout an aberzhour Akimelek. Spouronet e voe Akimelek, hag e redas en arbenn da Zavid hag e lavaras dezhañ: Perak ez out da-unan, ha n'eus den ganit?
David a lavaras d'an aberzhour Akimelek: Ar roue en deus urzhiet din un dra, hag en deus lavaret din: Ra ne ouezo den netra eus an dra-mañ, am eus da gaset eviti, nag eus an urzh am eus roet dit. Ha roet em eus un emgav da'm zud e lec'h-mañ-lec'h.
Hag e lakaas da lazhañ gant barvenn ar c'hleze e Nob, kêr an aberzhourien, ar wazed, ar maouezed, ar vugale, ar re a zene, an ejened, an ezen, hag an deñved.