Izaia 10:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
26 AOTROU an armeoù a savo ur skourjez outo, evel pa skoas Madian e roc'h Oreb, evel pa oa e vazh a-us d'ar mor, hag e savo c'hoazh anezhi en doare an Ejipt.
Ha d'an noz-se, ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.
Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoù: Va fobl, te hag a zo o chom e Sion, na'z pez ket aon rak an Asiria; skeiñ a ra warnout gant ar wialenn, hag e sav e vazh ouzhit en doare an Ejipt,
An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.
E pep lec'h ma tremeno ar wialenn, ha ma he lakaio an AOTROU da gouezhañ warnañ, e vo klevet an taboulinoù hag an telennoù; stourm a raio outañ gant e zorn astennet.
Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c’hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.
Eus e c’henoù e teu ur c’hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c’halloudek.
Hag e tapjont daou rener Madian: Oreb ha Zeeb. Hag e lazhjont Oreb e Roc'h Oreb hag e lazhjont Zeeb e Gwaskell Zeeb. Hag e redjont war-lerc'h Madian, hag e tegasjont pennoù Oreb ha Zeeb da C'hedeon en tu all d'ar Jordan.