Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 10:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 An nemorant a zistroio, an nemorant eus Jakob, ouzh an Doue kreñv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 10:21
17 Iomraidhean Croise  

An holl re a van, e pep lec'h bennak ma'z emaint, ra sikouro tud al lec'h-se anezho gant arc'hant, aour, madoù, loened, en tu-hont d'ar profoù a youl vat a vo kinniget evit an ti eus Doue a zo e Jeruzalem.


Evel-se an AOTROU a skoio gant an Ejipsianed, skeiñ ha yac'haat a raio, distreiñ a raint d'an AOTROU, aspedet e vo ganto hag e yac'haio anezho.


Hag an nemorant a zo en em dennet e ti Juda a vounto e wrizioù a-zindan hag a roio e frouezh a-us.


Selaouit ouzhin, ti Jakob, ha c'hwi holl nemorant ti Israel; en em vec'hiet on ac'hanoc'h adalek ar c'hof, ho touget em eus abaoe ar mammog.


Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.


An dasprener a zeuio evit Sion, evit ar re en em zistroio diouzh o disentidigezh e Jakob, eme an AOTROU.


An AOTROU a lavaras da Izaia: Kae da gavout Akaz, te ha Shear-Jashub da vab, war-zu penn kanol ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer,


An AOTROU a lamo kuit eus Israel ar penn hag al lost, ar balmezenn hag ar vroenenn, en hevelep deiz.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.


Israel, distro d'an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.


Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.


Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Ne zistroont ket d'an AOTROU o Doue, ne glaskont ket anezhañ en desped da gement-se holl.


Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.


met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan