Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 10:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 En deiz-se an nemorant eus Israel hag ar re a zo en em dennet eus ti Jakob ne gendalc'hint ket ken d'en em harpañ war an hini a skoe warno, met en em harpañ a raint gant fealded war an AOTROU, ar Sant eus Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 10:20
25 Iomraidhean Croise  

Akaz en doa kaset kannaded etrezek Tiglad-Pilezer roue Asiria, da lavarout: Me 'zo da servijer ha da vab. Pign da'm dieubiñ diouzh dorn roue Siria ha diouzh dorn roue Israel, a zo savet a-enep din.


Rak eus Jeruzalem e teuio un nemorant, hag eus Menez Sion un nebeud tud. Gwarizi AOTROU an armeoù a raio kement-se.


Asa a grias d'an AOTROU e Zoue hag a lavaras: AOTROU! Evidout, ken aes eo sikour ar re a zo kalz hag ar re a zo dinerzh. Sikour ac'hanomp, AOTROU hon Doue! Rak warnout ez omp en em harpet, hag ez anv ez omp deuet a-enep an engroez-mañ. Te eo an AOTROU hon Doue, ra ne drec'ho ket an den warnout!


En amzer-se ar roue Akaz a gasas da gavout roue an Asiria, evit ma rofe sikour dezhañ.


Tilgad-Pilnezer roue Asiria a zeuas d'e gavout, met evit e waskañ kentoc'h eget d'e harpañ.


daoust hag e tistrofemp da derriñ da c'hourc'hemennoù ha da ober emglev gant ar pobloù euzhus-mañ? Ha ne vefes ket kounnaret a-enep deomp, betek hor c'has da get, betek na vefe restad ebet na den manet salv?


Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.


En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.


Bez' e vo un hent evit an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, evel ma voe evit Israel, en deiz ma teuas kuit eus bro Ejipt.


Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet komzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.


Selaouit ouzhin, ti Jakob, ha c'hwi holl nemorant ti Israel; en em vec'hiet on ac'hanoc'h adalek ar c'hof, ho touget em eus abaoe ar mammog.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.


A-dra-sur, en aner emaomp en gortoz eus ar c'hrec'hiennoù hag eus niver ar menezioù. A-dra-sur, en AOTROU hon Doue eo silvidigezh Israel.


ha den ne vano ha den ne dec'ho eus nemorant Juda deuet evit chom e bro Ejipt, hag evit distreiñ da vro Juda, e-lec'h e fell d'o ene distreiñ da chom. Ne zistroint ket, nemet un nebeud tec'hidi.


Asiria ne saveteo ket ac'hanomp, ne bignimp ken war gezeg, ne lavarimp ken da labour hon daouarn: Hon doueoù! Rak ennout eo e kav trugarez an emzivad.


Efraim a welas e gleñved ha Juda e c'houli; Efraim a yeas etrezek Asiria, kaset eo bet etrezek ar roue Jareb, met ne c'hello nag ho yac'haat nag ho tieubiñ eus ho kouli.


Setu perak e tilezo anezho, betek an amzer ma wilioudo an hini a zle gwilioudiñ, ha nemorant e vreudeur a zistroio da gichen mibien Israel.


Nemorant Israel ne raio ket a zireizhder, ne lavarint ket a c'hevier, n'en em gavo ket en o genoù un teod touellus, met peuriñ a raint hag e tiskuizhint, ha ne vo den da spontañ anezho.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan