Dre da gannaded ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.
Dre ma'z out fuloret a-enep din, dre m'eo pignet da rogoni da'm divskouarn, lakaat a rin va c'hroched ez fronell ha va gweskenn ez muzelloù, hag e lakain ac'hanout da zistreiñ gant an hent ez out deuet gantañ.
Dre da servijerien ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.
En deiz-se e rin ma vo pennoù Juda evel un oaled entanet e-touez koad, evel ur flammerenn tan e-touez malanoù. Lonkañ a raint a-zehou hag a-gleiz an holl bobloù tro-dro, ha Jeruzalem a chomo en he lec'h, e Jeruzalem.