Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 10:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Setu perak an Aotrou, AOTROU an armeoù, a gaso an distruj war e dud kreñv, ha dindan e veurded e vo enaouet ur flammad, evel flammad un tan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 10:16
25 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a gasas un ael a lazhas an holl vrezelourien galonek, ar pennoù hag an ofiserien a oa e kamp roue Asiria, en doare ma tistroas mezhek d'e vro. Hag ez eas da di e zoue, hag ar re a oa deuet eus e vouzelloù a lakaas anezhañ da gouezhañ eno dre ar c'hleze.


Neuze e roas dezho ar pezh o doa goulennet, met kas a reas warno an dizeriañ.


ma savas kounnar Doue a-enep dezho, ma lazhas o zud nerzhus, ha ma tiskaras re zibabet Israel.


hag a guzumo e goadeg hag e liorzh frouezhus, ene ha korf. Bez' e vo evel p'en deus ar c'hlañvour ur fallaenn.


En deiz-se gloar Jakob a vo bihanaet, ha lard e gig a droio e treudoni.


AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


Gant an aon ez aint d'o c'hreñvlec'h, o renerien a vo spontet dirak ar banniel, eme an AOTROU, an Hini emañ e dan e Sion hag e fornez e Jeruzalem.


Dre ma'z out fuloret a-enep din, dre m'eo pignet da rogoni da'm divskouarn, lakaat a rin va c'hroched ez fronell ha va gweskenn ez muzelloù, hag e lakain ac'hanout da zistreiñ gant an hent ez out deuet gantañ.


Ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.


An oaned a beuro evel en o farkeier, hag an diavaezidi a zebro douaroù glac'haret ar re binvidik.


en abeg da-se, setu, emañ an AOTROU o vont da lakaat da zont warno doureier bras ha kreñv ar stêr, roue Asiria hag e holl c'hloar. Sevel a raio dre holl dreist he naoz, hag en em ledo dreist he holl ribloù.


Pep botez a zo douget gant ar brezelour er veskadeg, hag an dilhad ruilhet er gwad, a vo devet ha lonket gant ar flammoù.


Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.


Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.


Penaos e lavarit: Ni a zo tud galloudek ha kadarn em emgann?


Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.


Evel-henn e komz an AOTROU: Petra bennak ma'z int e surentez hag e niver bras, koulskoude e vint falc'het hag ez aint da get. Ha mar em eus da izelaet, ne izelain ken ac'hanout.


Astenn a raio e zorn war-zu an hanternoz hag e tistrujo Asiria, ober a raio eus Niniv ur glac'har, ul lec'h sec'h evel ur gouelec'h.


Komz AOTROU an armeoù a voe disklêriet din o lavarout:


Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n’en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan