Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 10:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Rak e lavar: Graet em eus kement-se gant nerzh va dorn ha gant va furnez, rak skiantek on. Dilec'hiet em eus harzoù ar pobloù, preizhataet em eus o zeñzorioù, evel un den kreñv em eus diskaret ar re a oa diazezet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 10:13
31 Iomraidhean Croise  

En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.


Akaz a gemeras an arc'hant hag an aour a oa e ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag o c'hasas, e prof, da roue Asiria.


Roue Asiria a gasas tud eus Babilon, eus Kuta, eus Ava, eus Hamad hag eus Sefarvaim, hag a lakaas anezho e kêrioù Samaria, e-lec'h mibien Israel. Hag e perc'hennjont Samaria, hag e chomjont en he c'hêrioù.


En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.


Roue Asiria a harluas an Israeliz da Asiria, hag o lakaas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media,


Ezekiaz a roas an holl arc'hant a gavas e ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue.


betek ma teuin ha ma kasin ac'hanoc'h d'ur vro heñvel ouzh hoc'h hini, ur vro a winizh hag a win, ur vro a vara hag a winiegi, ur vro a olivez, a eoul hag a vel; hag e vevot ha ne varvot ket. Na selaouit ket Ezekiaz, rak touellañ a ra ac'hanoc'h o lavarout: An AOTROU hon dieubo.


Doue Israel a atizas spered Pul roue Asiria ha spered Tilgad-Pilnezer roue Asiria, a harluas ar Rubeniz hag ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase, hag e kasas anezho da Galak, da Gabor, da Hara, betek stêr Gozan, hag e chomjont eno betek hiziv.


Ar pinvidig a soñj bezañ fur, met ar paour skiantek a furcho anezhañ.


rak e lavar: Va friñsed, ha n'int ket holl kement a rouaned?


Gwalleur d'ar re a zo fur d'o daoulagad o-unan, ha skiantek d'o barnedigezh o-unan!


An Ejipt eo, sevel a ra evel an Nil, he doureier a hej evel stêrioù, hag e lavar: Sevel a rin, an douar a c'holoin, hag e tistrujin kêrioù hag ar re a zo o chom enno.


Penaos e lavarit: Ni a zo tud galloudek ha kadarn em emgann?


Lavar da vibien Ammon: Selaouit ouzh komz an Aotrou AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus lavaret: A! A! a-enep va santual pa voe disakret, hag a-enep bro Israel pa voe glac'haret, hag a-enep ti Juda pa'z eas d'an harlu,


Mab an den, peogwir he deus lavaret Tir a-enep Jeruzalem: A! A! torret eo dor ar pobloù, treiñ a reer etrezek ennon, me en em leunio, gwastet eo,


Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.


Daeet hoc'h eus ac'hanon gant ho kenoù, ha liesaet hoc'h eus ho komzoù a-enep din, ha klevet em eus.


Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


Setu perak e harluin ac'hanoc'h en tu all da Zamask, eme an AOTROU, Doue an armeoù eo e anv.


Laouenaat a rit er pezh n'eo netra, hag e lavarit: Ha n'eo ket dre hon nerzh hon eus kemeret galloud?


Neuze e treuz evel an avel, tremen a ra e-biou hag en em laka kablus. He nerzh eo he doue.


Setu perak ec'h aberzh d'e roued hag e laka da vogediñ d'e lasoù, rak drezo eo druz e lodenn ha saourus e voued.


An holl re-se, ha ne lavarint ket flemmadoù diwar e benn, ha ne zroukc'hoapaint ket anezhañ? Lavaret e vo: Gwalleur d'an hini a zastum ar pezh n'eo ket dezhañ! Betek pegeit...? Piv a samm warnañ bec'h e zleoù?


Ra ne lavari ket ez kalon: Va nerzh ha galloud va dorn o deus prenet din ar madoù-se.


An AOTROU a lavaras da C'hedeon: Ar bobl a zo ganit a zo re niverus evit ma lakafen Madian en o daouarn; Israel a dennfe gloar em enep en ur lavarout: Va dorn eo en deus va dieubet!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan