Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 1:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 An den kreñv a vo stoub, e oberoù a vo ur fulenn, an eil hag egile a zevo a-unan, ha ne vo den da lazhañ an tan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 1:31
25 Iomraidhean Croise  

Abalamour da-se eo lonket an douar gant ar vallozh, e annezerien a zoug o foan, tud an douar a zo kuzumet, ne chom ken nemet nebeut a dud.


AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


N'eus ket a gounnar ennon. Pa vo roet din drez pe spern da stourm outo, kerzhout a rin warno, hag o deviñ a rin a-unvan,


Koñseviñ a reot foenn, genel a reot plouz, ho c'hwezh a lonko ac'hanoc'h evel tan.


Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?


p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.


an hini en deus kaset er-maez kirri ha kezeg, un arme ha brezelourien greñv, evit bezañ gourvezet a-gevret hep sevel ken, evit bezañ mouget, lazhet evel ul lutigenn.


Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.


C'hwi holl hag a c'hwezh un tan hag a zo gourizet gant elf, it e-barzh flammoù ho tantad hag e-kreiz an elf hoc'h eus enaouet. Digant va dorn eo e teu deoc'h kement-se, e-kreiz ar poanioù e viot gourvezet.


Ar re en em santela hag en em c'hlana e-kreiz al liorzhoù, an eil war-lerc'h egile, ar re a zebr kig moc'h, traoù euzhus ha logod, a vo kuzumet a-gevret, eme an AOTROU.


Hag ez aint er-maez hag e welint korfoù marv an dud o devo pec'het em enep, rak o freñv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.


Regiñ a reer a-zehou hag o devo naon, lonkañ a reer a-gleiz ha n'o devo ket o gwalc'h, pep hini a zebro kig e vrec'h.


Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù.


Komz a raio outi ar re nerzhusañ a-douez ar c'halloudeien, a-greiz lec'h ar marv, gant ar re a voe he skoazellerien: diskennet int, gourvezet int, an diamdroc'hidi lazhet dre ar c'hleze.


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan.


E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Pa erruas da Lehi ar Filistined a laoskas kriadennoù a levenez en arbenn dezhañ. Spered an AOTROU a grogas ennañ, ar c'herdin a oa war e zivrec'h a zeuas da vezañ evel lin devet en tan, hag e ereoù a gouezhas diwar e zaouarn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan