Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 1:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Rak mezh ho po en abeg d'an dervennoù a garit, ha ruziañ a reot gant al liorzhoù a ra ho plijadur.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 1:29
17 Iomraidhean Croise  

Sellout a reot evel dic'hlan ar golo arc'hant eus ho skeudennoù kizellet, hag ar gwiskad aour eus ho skeudennoù teuzet. O zeurel a ri pell evel un hudurniezh, hag e lavari dezho: Er-maez ac'hann!


En deiz-se pep hini ac'hanoc'h a daolo kuit e idoloù arc'hant hag e idoloù aour, hoc'h eus graet gant ho taouarn evit pec'hiñ.


Mont a ra war-dreñv ha goloet eo a vezh ar re a fizi er skeudennoù kizellet, hag a lavar d'ar skeudennoù teuzet: C'hwi eo hon doueoù!


Holl int mezhek ha pinous. Mont a reont kuit a-unvan gant mezh, an oberourien idoloù.


oc'h en em dommañ gant idoloù dindan pep gwezenn c'hlas, o lazhañ ar vugale en traoniennoù dindan toulloù ar reier?


etrezek ur bobl am hegas a-dal dibaouez, a aberzh el liorzhoù, a laka da vogediñ ezañs war ar brikennoù,


Ar re en em santela hag en em c'hlana e-kreiz al liorzhoù, an eil war-lerc'h egile, ar re a zebr kig moc'h, traoù euzhus ha logod, a vo kuzumet a-gevret, eme an AOTROU.


Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.


An AOTROU a lavaras din en deizioù ar roue Jozia: Ha gwelet ec'h eus ar pezh he deus graet Israel an adfeilherez? Aet eo war bep menez uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas d'en em reiñ d'ar gasterezh.


evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegañs, ne zigori ken da c'henoù pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.


Soñj ho po eus hoc'h hentoù fall hag eus hoc'h oberoù ne oant ket mat, hag euzh ho po ouzhoc'h hoc'h-unan en abeg d'ho direizhder ha d'hoc'h euzhusterioù.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU pa vo o lazhidi gourvezet e-touez o idoloù, en-dro d'o aoterioù, war bep krec'hienn uhel, war bep lein menez, dindan pep gwezenn c'hlas, dindan pep dervenn dev, e pep lec'h ma kinnigent c'hwezh-vat d'o holl idoloù.


Asiria ne saveteo ket ac'hanomp, ne bignimp ken war gezeg, ne lavarimp ken da labour hon daouarn: Hon doueoù! Rak ennout eo e kav trugarez an emzivad.


Efraim a lavaro: Petra am eus d'ober c'hoazh gant an idoloù? Me a selaouo anezhañ hag a sello outañ, me a vo evitañ evel ur siprezenn c'hlas, diouzhin eo e teuio da frouezh.


Aberzhiñ a reont war-lein ar menezioù, hag e lakaont da vogediñ war ar c'hrec'hiennoù, dindan an derv, an efl, an tourmantin, rak o skeud a zo plijus. Setu perak ho merc'hed a c'hastaouo, hag ho merc'hed-kaer a raio avoultriezh.


An avel en deus paket anezho en e eskell, hag o devo mezh en abeg d'o aberzhoù.


Peseurt frouezh a dennec’h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc’h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan