Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 1:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Sion a vo dasprenet dre ar varnedigezh, hag ar re en em zistroio dezhi, dre ar reizhder.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 1:27
18 Iomraidhean Croise  

Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.


Eno ne vo leon ebet, loen gouez ebet ne dremeno drezañ, n'en em gavint ket ennañ, met an dasprenidi a gerzho ennañ.


AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.


Bezit evezhiek, va fobl, roit ho skouarn, c'hwi va broad, rak al lezenn a zeuio ac'hanon, ha va barnedigezh a lakain da vezañ sklêrijenn ar pobloù.


Evel-henn e komz an AOTROU: Gwerzhet oc'h bet evit netra, hep arc'hant ivez e viot dasprenet.


Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na'z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit.


Anvet e vint: ar bobl santel, dasprenidi an AOTROU, ha te a vo anvet: an hini glasket, ar gêr n'eo ket dilezet.


Rak deiz ar veñjañs a zo em c'halon, ha deuet eo bloavezh va dasprenidi.


Hag e timezin ganit evit biken; dimeziñ a rin ganit er reizhder hag er varnedigezh, er vadelezh hag en druez.


Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.


Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan