Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 1:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Adlakaat a rin da varnerien evel ma oant gwechall, ha da guzulierien evel er penn-kentañ. Goude-se e vi galvet kêr ar reizhder, keoded feal.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 1:26
25 Iomraidhean Croise  

Penaos eo deuet da vezañ ur c'hast ar gêr feal? Leun e oa a varnedigezh, ar reizhder a oa o chom enni, ha bremañ muntrerien!


Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.


An AOTROU a zo uhelsavet rak emañ o chom el lec'hioù uhel; leuniet en deus Sion a eeunder hag a reizhder.


Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na'z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit.


Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.


Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lavaret e vo c'hoazh ar gomz-mañ e bro Juda hag en he c'hêrioù, pa em bo degaset en-dro o re zalc'het: Ra'z pennigo an AOTROU, o chomlec'h ar reizhder ha menez ar santelezh!


mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.


Hag e tegasin en-dro re zalc'het Juda ha re zalc'het Israel, hag e tiazezin anezho evel diagent.


E zouar e vo, e berzh en Israel, ha va friñsed ne waskint ken va fobl. Hag e lezint ar vro da di Israel, hervez e veuriadoù.


Ha te, tour an tropell, krec'hienn merc'h Sion, betek ennout e teuio hag ec'h erruo ar vestroniezh kentañ; ar roueelezh a vo da verc'h Jeruzalem.


Nemorant Israel ne raio ket a zireizhder, ne lavarint ket a c'hevier, n'en em gavo ket en o genoù un teod touellus, met peuriñ a raint hag e tiskuizhint, ha ne vo den da spontañ anezho.


Neuze e troin muzelloù ar pobloù e muzelloù glan, evit ma c'halvin holl anv an AOTROU, evit ma servijint anezhañ a-unvan.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.


O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.


Moizez a oa un den habask-meurbet, muioc'h eget hini ebet eus ar re a oa war an douar.


Moizez a fuloras, hag e lavaras d'an AOTROU: Na laka ket evezh ouzh o donezon. Ne'm eus ket kemeret un azen hepken diganto, ha ne'm eus graet droug da hini ebet anezho.


Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan