Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.
p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.
Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.
Evel ma vez dastumet arc'hant, arem, houarn, plom ha staen en teuzlestr, ha ma vez c'hwezhet an tan a-raok o zeuziñ, evel-se e tastumin ac'hanoc'h em c'hounnar hag em fulor, hag e lakain ac'hanoc'h eno d'ho teuziñ.
En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.
Azezet e vo, o teuziñ hag o c'hlanaat an arc'hant. Glanaat a raio mibien Levi, hag o furaio evel ma vez graet gant an aour hag an arc'hant, hag e kinnigint d'an AOTROU ur brofadenn hervez ar reizhder.