Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 1:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 1:24
22 Iomraidhean Croise  

met e wareg a zo chomet start, e zivrec'h hag e zaouarn a zo bet nerzhet gant daouarn Galloudeg Jakob, mesaer ha roc'h Israel.


Eñ hag a douas d'an AOTROU, hag e reas ar gouestl-mañ da C'halloudeg Jakob:


Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel.


Kanañ a reot evel en noz ma vez lidet ar gouel, levenez ho po en ho kalon evel an hini a gerzh ouzh son ar fleüt, evit dont da venez an AOTROU, etrezek Roc'h Israel.


Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.


Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


Hervez an oberennoù e vo ar pae: Daskoriñ a raio ar fulor ouzh e enebourien, o gopr ouzh e stourmerien, hag o gopr d'an inizi.


Sunañ a ri laezh ar broadoù, sunañ a ri bronn ar rouaned, hag e ouezi ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


evit embann ur bloavezh trugarezus a-berzh an AOTROU hag un devezh a veñjañs a-berzh hon Doue, evit frealziñ ar re holl a zo e kañv,


Rak deiz ar veñjañs a zo em c'halon, ha deuet eo bloavezh va dasprenidi.


O dasprener a zo kreñv, e anv eo AOTROU an armeoù. Difenn a raio a-dra-sur o c'haoz, evit reiñ diskuizh d'ar vro, ha lakaat da drefuiñ tud Babilon.


Ha ne gastizin ket anezho evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?


Sevenet e vo va c'hounnar a-enep dit hag en em denno va gwarizi diwarnout, hag e vin e peoc'h ha ne gounnarin ken.


Kri ha yud, man an den, rak a-enep va fobl eo tennet, a-enep holl briñsed Israel. Roet int d'ar c'hleze, ha va fobl ganto, sko eta war da vorzhed.


Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.


Sevenet e vo va c'hounnar, hag e paouezo va fulor warno, hag em bo keuz. Pa em bo sevenet va fulor a-enep dezho, e ouezint penaos me an AOTROU am eus komzet em gwarizi.


e rin veñjañs gant kounnar ha gant fulor war ar broadoù n'o devo ket selaouet.


Evel m'en doa an AOTROU plijadur oc'h ober vad deoc'h hag o kreskiñ ac'hanoc'h, evel-se en devo an AOTROU plijadur o koll ac'hanoc'h hag o tistrujañ ac'hanoc'h, hag e viot tennet eus ar vro ez i d'he ferc'hennañ.


Broadoù, laouenait gant e bobl! Rak e veñjo gwad e servijerien, e tenno veñjañs eus e enebourien, hag e raio dic'haou evit e zouar hag evit e bobl.


o c’hortoz diwar vremañ ma teuio e enebourien da vezañ ar skabell dindan e dreid.


dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c’hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan