22 Da arc'hant a zo aet e mergl, da win a zo kemmesket gant dour,
Kas a rez da netra evel eon holl re zrouk an douar, setu perak e karan da destenioù.
Penaos eo deuet da vezañ ur c'hast ar gêr feal? Leun e oa a varnedigezh, ar reizhder a oa o chom enni, ha bremañ muntrerien!
da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.
O evaj a zo echu, ha setu emaint dalc'hmat er gadalerezh. O fennoù ne garont nemet an dismegañs.
Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.
Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.