Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 1:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Penaos eo deuet da vezañ ur c'hast ar gêr feal? Leun e oa a varnedigezh, ar reizhder a oa o chom enni, ha bremañ muntrerien!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 1:21
31 Iomraidhean Croise  

David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.


Hag e roas urzhioù dezho, o lavarout: Ober a reot gant doujañs an AOTROU, gant fealded hag eeunder a galon.


Pennoù ar bobl a rejont o diazez e Jeruzalem, met nemorant ar bobl a dennas d'ar sord evit ma vefe un dekvedenn o chom e Jeruzalem, ar gêr santel, hag an nav dekvedenn all er c'hêrioù all.


pa yudfe e zoureier en ur voubouilhat, ha pa lakafe o fulor ar menezioù da grenañ.  Ehan


Kanaouenn; salm mibien Kora.


evel pa c'hwezh avel ar sav-heol o vruzunañ listri Tarsiz.


Da arc'hant a zo aet e mergl, da win a zo kemmesket gant dour,


Hag e vo graet trugarez d'an den fall? Ne zesk ket ar reizhder, hag e raio an droug e bro ar wirionez, ha ne sello ket ouzh meurded an AOTROU.


Rak kemer a reont anv ar gêr santel, hag en em harpont war Doue Israel, a zo e anv: AOTROU an armeoù.


Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!


Hag ar varnedigezh a zo aet a-dreñv, ar reizhder a chom pell, ar wirionez a gouezh er straedoù, an eeunder ne c'hell ket mont e-barzh.


Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.


Rak ho taouarn a zo saotret gant gwad hag ho pizied gant direizhder, ho muzelloù a lavar gevier, ho teod a zistag fallagriezh.


Lavaret eo: Mar kas un den e wreg kuit, hag o vezañ aet digantañ, ma teu houmañ da vezañ d'ur gwaz all, hag e tistroio c'hoazh d'he c'havout? Ha ne vefe ket e gwirionez saotret ar vro? Ha te ac'h eus gastaouet gant meur a amourouz; koulskoude, distro ouzhin, eme an AOTROU.


O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.


Setu perak eo dic'halloud al lezenn, hag ar reizhder a zo kammet. Hag an den fall a stard an den reizh, setu perak e vez rentet barnedigezhioù gwallsiek.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.


C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,


Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d’ar broadoù. Int a vac’ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.


O c’horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec’h ma’z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz.


Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan