Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 1:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Mar fell deoc'h sentiñ a-youl-vat, e tebrot an traoù gwellañ eus ar vro,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 1:19
22 Iomraidhean Croise  

AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.


Lavarit: Eürus ar re reizh! Dre ma tebrint frouezh o oberoù.


neuze e kavi plijadurioù en AOTROU, me a lakaio ac'hanout da varc'hegañ dreist lec'hioù uhel an douar, hag e vagin ac'hanout gant hêrezh Jakob da dad, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,


Lavarout a ri d'ar bobl-mañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e lakaan dirazoc'h hent ar vuhez hag hent ar marv.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, hag ho lakain da chom el lec'h-mañ.


Adreizhit, ya adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, grit ar reizhder an eil e-keñver egile,


hag ho lakain da chom el lec'h-mañ, er vro am eus roet d'ho tadoù a gantved da gantved.


Debriñ a reot hag ho po ho kwalc'h, hag e veulot anv an AOTROU ho Toue, en devo graet en ho keñver traoù burzhudus. Ha va fobl ne vo biken mezhek.


Ar vro a roio e frouezh, ho kwalc’h a zebrot hag e chomot e surentez.


Mar kerzhit hervez va reolennoù ha mar mirit va gourc’hemennoù ha grit hervezo,


dornerezh ar greun a bado ganeoc’h betek ar vendem, hag ar vendem betek an here; debriñ a reot bara d’ho kwalc’h hag e chomot e surentez en ho pro;


Zorobabel mab Salatiel, Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag an nemorant eus ar bobl a glevas mouezh an AOTROU o Doue ha komzoù Agge ar profed, hervez ar garg en doa e gaset eviti an AOTROU o Doue. Hag ar bobl en doe aon dirak an AOTROU.


Mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, en ur virout e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag en ur ober diouto, an AOTROU da Zoue a lakaio ac'hanout dreist holl bobloù an douar.


Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan