Izaia 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.
da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.
Evel-henn e komz an AOTROU: Peseurt direizhder o deus kavet ho tadoù ennon evit pellaat diouzhin, evit kerzhout war-lerc'h mogidelloù, evit dont da vezañ moged?
Selaouit, menezioù, prosez an AOTROU, ha c'hwi diazezoù start an douar! Rak an AOTROU en deus ur prosez gant e bobl, hag e fell dezhañ breutaat a-enep Israel.
Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.