Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 1:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Deskit ober mat, klaskit ar barnedigezhioù, diwallit ar re wasket, roit e wir d'an emzivad, difennit an intañvez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 1:17
24 Iomraidhean Croise  

Diwall da deod diouzh an droug, ha da vuzelloù diouzh komzoù touellus.


Ne wallgasi ket an diavaeziad ha n'en mac'hi ket, rak c'hwi a zo bet ivez diavaezidi e bro Ejipt.


An AOTROU a ziskar ti ar re lorc'hus, met startaat a ra harzoù an intañvez.


Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc'h d'an AOTROU eget an aberzhoù.


Digor da c'henoù, barn gant reizhder, breuta kaoz ar beorien hag an ezhommeien.


da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.


evit nac'hañ ar reizhder d'ar beorien, evit lemel o gwir digant re ezhommek va fobl, evit ober eus an intañvezed o freizh, evit skrapat an emzivaded!


Evel-henn e komz an AOTROU: Mirit ar pezh a zo eeun ha grit ar pezh a zo reizh, rak va silvidigezh a zo prest da zont ha va reizhder da vezañ diskuliet.


Setu ar yun a fell din: Distag ereoù an drougiezh, diskoulm kerdin ar yev, lez da vont en o frankiz ar re wasket, bruzun kement yev,


Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù.


evel-henn e komz an AOTROU: Grit hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, na vac'hit ket an diavaeziad nag an emzivad nag an intañvez, na vezit ket taer, na skuilhit ket ar gwad didamall el lec'h-mañ.


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Taolit pell diouzhoc'h hoc'h holl bec'hedoù hoc'h eus pec'het drezo, grit deoc'h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec'h, ti Israel?


Disprizet eo bet tad ha mamm en da greiz, mac'het eo bet an diavaeziad en da greiz, gwasket eo bet an emzivad hag an intañvez en da greiz,


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Priñsed Israel, a-walc'h! Lamit kuit an taerder hag ar skraperezh, grit hervez ar barnedigezhioù hag ar reizhder, tennit ho preizherezh diwar va fobl, eme an Aotrou AOTROU.


Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.


Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.


Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.


Setu an traoù a zleit ober: Komzit hervez ar wirionez pep hini d'e nesañ, barnit en ho torioù gant gwirionez ha reizhder evit ar peoc'h.


Dont a raio al Leviad, n'en deus na lodenn na hêrezh ganit, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo e-barzh da zorojoù, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h, evit ma vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue e kement labour a ri gant da zaouarn.


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan