P'en doe echuet Salomon d'ober ar bedenn-se hag ar goulenn-se ouzh an AOTROU, e savas a-zirak aoter an AOTROU, e-lec'h ma oa daoulinet, hag e zaouarn astennet war-zu an neñvoù,
Hag en amzer donezonoù an abardaez e savis eus va glac'har gant va dilhad ha va mantell roget, e stouis war va daoulin, e savis va daouarn war-zu an AOTROU va Doue,
Moizez a lavaras: Adalek ma vin aet kuit eus kêr, ec'h astennin va daouarn etrezek an AOTROU , ar c'hurunadoù a baouezo ha ne vo ken a c'hrizilh, evit ma ouezi penaos an douar a zo d'an AOTROU .
p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.
Yunañ a rit evit gourdrouz ha tabutal, hag evit skeiñ taolioù-dorn gant droug. Ne yunit ket evel ma fellfe en deiz-se, evit ma vefe klevet ho mouezh d'an nec'h.
N'eus den hag a c'halvfe da anv, nag a zihunfe evit en em stagañ ouzhit. Setu perak ec'h eus kuzhet da zremm ouzhimp, hag ec'h eus lakaet ac'hanomp da deuziñ en abeg d'hon direizhder.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas warno un droug na c'hellint ket tec'hout araozañ. Krial a raint etrezek ennon, met ne selaouin ket outo.
Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoù ha donezonoù, n'o c'havin ket dereat, met ez an da guzumiñ anezho dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.
Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.
Hag e ouezo ar broadoù ez eo aet ti Israel en harlu en abeg d'e zireizhder, rak pec'het o deus a-enep din. Setu perak em eus kuzhet va dremm outo, hag em eus o lakaet etre daouarn o enebourien, hag ez int kouezhet holl dre ar c'hleze.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.