kinnig a raent an holl loskaberzhoù d'an AOTROU , d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù, hervez o niver hag o reolennoù urzhiet, dalc'hmat dirak an AOTROU ,
Ne'c'h eus ket prenet din, evit arc'hant, korz-frondus, ne'c'h eus ket leuniet ac'hanon gant druzoni da aberzhoù, met va bec'hiet ec'h eus en abeg da'z pec'hedoù, va skuizhet ec'h eus gant da zireizhder.
Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.
Skuizhet hoc'h eus an AOTROU gant ho komzoù, hag e lavarit: E petra hon eus e skuizhet? Pa lavarit: Piv bennak a ra an droug a zo mat dirak daoulagad an AOTROU, hag ennañ eo e kemer plijadur; pe: Pelec'h emañ Doue ar reizhder?