Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Na gendalc'hit ket da zegas donezonoù aner, euzh am eus ouzh an ezañs. Diwar-benn ho loarioù nevez, ho sabadoù, hoc'h engalvadegoù, ne c'hellan ket gouzañv an direizhder o kemer perzh en ho podadegoù meur.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 1:13
25 Iomraidhean Croise  

Eñ a lavaras: Perak e fell dit mont d'e gavout hiziv? N'eus nag al loar nevez nag ar sabad. Hi a respontas: Mont a ra!


kinnig a raent an holl loskaberzhoù d'an AOTROU , d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù, hervez o niver hag o reolennoù urzhiet, dalc'hmat dirak an AOTROU ,


Pet gwech ez int bet disentus outañ er gouelec'h, hag o deus glac'haret anezhañ en distro!


D'an deiz kentañ e vo ur c'hengalv santel. Bez' ho po ivez unan er seizhvet devezh. Ne vo graet labour ebet en deizioù-se, fichet e vo hepken deoc'h ar pezh a zle pep den debriñ.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!


Un aberzh a beoc'h a oa ganin, hiziv em eus sevenet va gouestloù,


Hag a loar nevez da loar nevez, a sabad da sabad, pep kig a zeuio hag a azeulo ac'hanon, eme an AOTROU.


Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.


Gwastet en deus e deltenn evel ul liorzh ha distrujet lec'h e vodadenn. An AOTROU en deus graet disoñjal e Sion ar gouelioù hag ar sabadoù. E fulor e gounnar en deus distaolet ar roue hag an aberzhour.


Ha c'hwi, ti Israel, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kit, servijit pep hini e idoloù! Met goude-se e selaouot, ha ne zisakrot ken anv va santelez dre ho profoù ha dre hoc'h idoloù.


Lakaat a rin da baouez hec'h holl levenez, he gouelioù, he loarioù nevez, he deizioù sabad, hag hec'h holl lidoù.


Santelait ur yun, galvit ur vodadeg veur, dastumit an henaourien hag holl dud ar vro e ti an AOTROU ho Toue, hag huchit etrezek an AOTROU:


Sonit ar shofar e Sion, santelait ur yun, galvit ur vodadeg veur.


Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs,


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


Gra dit div drompilh arc'hant. O ober a ri gant ar morzhol, hag e servijont dit evit dastum ar vodadenn hag evit dilec'hiañ ar c'hampoù.


Met en aner eo ec’h enoront ac’hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc’hemennoù tud.


Met gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all.


Hogen er pezh ez an da lavarout deoc’h, n’ho meulan ket. En em zastum a rit, n’eo ket evit gwellaat, met evit fallaat.


Na dristait ket Spered-Santel Doue, siellet oc’h bet gantañ evit deiz an dasprenadur.


Gwir eo penaos hiniennoù a brezeg Krist dre avi ha tabut, met reoù all a ra a volontez vat.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan