Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 9:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 Ha Jesus a lavaraz: Deuet oun er bed‐man evit eur varnedigez; evit ma velo ar re na velont ket, ha ma teuio ar re a vel da veza dall.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 9:39
34 Iomraidhean Croise  

Rak an AOTROU en deus skuilhet warnoc'h ur spered a vorgousk, serret en deus ho taoulagad, lakaet en deus ur ouel war ar brofeded, war ar renerien, war an diouganerien.


N'anavezont ha ne gomprenont netra. Goloet eo o daoulagad ha ne c'hellont ket gwelout, o c'halon ha ne c'hellont ket kompren.


Hag e lavaras: Kae ha lavar d'ar bobl-se: Klevout a rit, ya, met ne gomprenot ket, gwelout a rit, ya, met n'anavezot ket.


Mab an den, emaout o chom e-touez un ti disent, daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket, rak un ti disent ez int.


ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.


Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.


met mar d-eo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar d-eo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se!


evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.


Ha setu, ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ.


Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.


Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,


En eur-se zoken, eñ a yac’haas kalz a dud eus o c’hleñvedoù, eus o mac’hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.


Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.


Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.


Rak Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.


Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.


Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.


C’hwi a varn hervez ar c’hig, me ne varnan den.


Neuze e respontas: N’ouzon ket hag-eñ eo ur pec’her. Un dra a ouzon, penaos e oan dall ha bremañ e welan.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


d’ar re-mañ ur c’hwezh a varv o reiñ ar marv, ha d’ar re-se all ur c’hwezh a vuhez o reiñ ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoù-se?


Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.


ha gant holl dromplerezh an direizhder e-touez ar re en em goll, abalamour ma n’o deus ket degemeret karantez ar wirionez evit bezañ salvet.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec’h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan