Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 9:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 An den a respontas: Un dra souezhus eo na ouezfec’h ket a-belec’h eo, hag en deus digoret va daoulagad din.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

30 An den a respontaz: Eun dra souezus braz eo ne ouefec’h ket a be leac’h ez eo; hag hen hen deuz digoret d’in va daou‐lagad!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 9:30
13 Iomraidhean Croise  

Digor va daoulagad, evit ma welin burzhudoù da lezenn.


en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.


En deiz-se e klevo ar vouzared komzoù al levr, ha daoulagad an dalled a welo, rak dieubet ez int eus an amc'houloù hag eus an deñvalijenn.


Neuze daoulagad an dalled a vo digoret, divskouarn ar vouzared a vo distouvet,


ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.


Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad?


Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc’hioù tro-war-dro, en ur gelenn.


Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc’h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.


Met evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ,


Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n’ouzout ket an traoù-se?


Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met hemañ, n’ouzomp ket a-belec’h eo.


Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec’herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.


Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan