Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 8:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Met evel ma talc’hent d’ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac’hanoc’h a zo hep pec’hed ra daolo ar maen kentañ outi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Hag evel ma talc’hent d’hen interroji, e savaz en he za, hag e lavaraz dezhe: An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h ra sklapo ganthi ar mean kenta.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 8:7
18 Iomraidhean Croise  

Bez' ez eus tud a ra poan evel beg ar c'hleze pa gomzont, met teod ar re fur a zo yec'hed.


Ha n'eo ket va c'homz evel un tan, eme an AOTROU, evel ur morzhol a dorr ar roc'h?


Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n’en deus komzet evel an den-se.


Jezuz, o vezañ savet hag o gwelout den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec’h emañ da damallerien? Ha n’en deus den kondaonet ac’hanout?


Hag o taoublegañ a-nevez, e skrivas war an douar.


Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.


En e zorn dehou en doa seizh steredenn. Eus e c’henoù e teue ur c’hleze lemm a zaou droc’h hag e zremm a lugerne evel an heol en e nerzh.


Eus e c’henoù e teu ur c’hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c’halloudek.


Az pez eta keuz, anez e teuin prest da’z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan