Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 7:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ha n’en deus ket Moizez roet al lezenn deoc’h? Hag hini ac’hanoc’h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d’ar marv?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Moises ha n’euz‐hen ket roet deoc’h al lezen? ha koulskoude hini ac’hanoc’h na vir al lezen. Perag e klaskit‐hu va lakaad d’ar maro?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 7:19
27 Iomraidhean Croise  

Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc’has raktal kuzul a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.


Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh.


Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.


Lavarout a reas dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, d’an deiz sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.


Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc’has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.


Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.


Neuze e klaskjont c’hoazh kregiñ ennañ, met en em dennas eus o daouarn.


Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d’ar marv.


Dre-se ar Yuzevien a heskinas Jezuz hag a glaskas e lakaat d’ar marv, dre m’en doa graet kement-se d’an deiz sabad.


Dre-se ar Yuzevien a glaskas c’hoazh muioc’h e lakaat d’ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c’hoazh abalamour ma c’halve Doue e Dad e-unan, oc’h en em ober e-unan kevatal da Zoue.


Na soñjit ket ez eo me ho tamallo dirak an Tad. Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo.


Goude-se, Jezuz a valeas dre C’halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.


Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n’eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel?


Eñ eo an hini a oa er vodadenn el lec’h distro, gant an ael a gomze outañ war Venez Sinai, ha gant hon tadoù, hag a resevas gerioù a vuhez evit o reiñ deomp.


Perak eta al lezenn? Lakaet eo bet abalamour d’an disentidigezh, betek donedigezh al lignez a oa bet graet ar bromesa dezhi. Embannet eo bet dre aeled ha dre zorn un hanterour.


Rak an amdroc’hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc’het evit kavout gloar en ho kig.


Ne reot van eus diavaez an dud er barnedigezhioù, selaou a reot an hini bihan evel an hini bras, n'ho po aon rak den ebet, rak ar varn a zo da Zoue, hag e lakaiot da zont dirazon an dra a vo re ziaes evidoc'h, ha me he c'hlevo.


Moizez en deus kemennet deomp al lezenn, hêrezh bodadenn Jakob.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan