Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 21:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 An deirvet gwech e oa dija m’en em ziskoueze Jezuz d’e ziskibien goude bezañ adsavet a-douez ar re varv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Hou‐man oa dija an deirved gwech m’hen em ziskoueze Jesus d’he ziskibien, goude ma oe resussitet a‐douez ar re varo.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 21:14
6 Iomraidhean Croise  

Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez.


Da ziwezhañ en em ziskouezas d’an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c’haleter a galon, abalamour n’o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.


An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c’hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec’h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!


Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc’has en o c’hreiz hag a lavaras: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!


Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d’an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.


Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc’h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan