Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 20:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Goude bezañ lavaret kement-se dezho, e c’hwezhas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Ha pa hen doe lavaret kement‐se, e c’hwezaz varnezhe hag e lavaraz dezhe: Recevit ar Spered‐Santel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 20:22
17 Iomraidhean Croise  

Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezañ un ene bev.


Spered Doue eo en deus graet ac'hanon, c'hwezh an Holl-C'halloudeg eo a ro din buhez.


An neñvoù a zo bet graet dre gomz an AOTROU, hag o holl arme dre c'hwezh e c'henoù.


Hag e lavaras din: Profediñ a ri d'ar spered, profediñ a ri, mab an den, hag e lavari d'ar spered: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Spered, deus eus ar pevar avel, ha c'hwezh war al lazhidi-se, evit ma vevint.


Me a bedo an Tad hag e roio deoc’h ur Frealzer all, evit ma chomo ganeoc’h da viken,


Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc’h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac’hanon.


Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h.


Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.


D’ar re e pardonot o fec’hedoù, e vint pardonet dezho, ha d’ar re o dalc’hot, e vint dalc’het dezho.


Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c’hoazh savet Jezuz en e c’hloar.


Hag e c’hellfe unan bennak nac’hañ dour ar vadeziant ouzh ar re o deus resevet ar Spered-Santel eveldomp?


hag e lavaras dezho: Ha resevet hoc’h eus ar Spered-Santel pa hoc’h eus kredet? Respont a rejont dezhañ: N’hon eus ket klevet zoken e oa ur Spered-Santel.


Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.


Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz.


Neuze Pêr, leun eus ar Spered-Santel, a lavaras dezho: Pennoù ar bobl hag henaourien Israel,


Ar re-mañ a ziskennas hag a bedas evito, evit ma resevjent ar Spered-Santel,


Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc’h: Ha resevet hoc’h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan