Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 19:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Jesus eta a zeuaz er meaz, en eur zougen ar gurunen spern hag ar vantel bourpr. Ha Pilat a lavaraz dezhe: Setu aman an den.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 19:5
8 Iomraidhean Croise  

Pign war ur menez uhel, te hag a embann keloù mat da Sion, sav da vouezh gant nerzh, te hag a embann keloù mat da Jeruzalem, sav anezhi, na'z pez ket aon, lavar da gêrioù Juda: Setu ho Toue!


Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.


O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag, o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ o lavarout: Salud, Roue ar Yuzevien!


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskañ a rejont gant ur vantell limestra


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan