Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 19:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Gant aon na chomfe ar c’horfoù war ar groaz e-pad ar sabad, rak kempennadur ar Pask e oa hag ar sabad-se a oa un deiz bras, ar Yuzevien a c’houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar dezho ha ma vijent tennet ac’hane.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

31 Hogen, ar Judevien, evit na choumje ket ar c’horfou var ar groaz e‐pad deiz ar sabbat (rag devez ar breparation e oa, hag ar sabbat‐se a oa eun devez braz meurbed), a c’houlennaz digant Pilat ma vije torret dezhe ho diou‐esker, ha ma vijent lammet ac’hane.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 19:31
12 Iomraidhean Croise  

D'an deiz kentañ e vo ur c'hengalv santel. Bez' ho po ivez unan er seizhvet devezh. Ne vo graet labour ebet en deizioù-se, fichet e vo hepken deoc'h ar pezh a zle pep den debriñ.


An den reizh a gemer preder gant ene e loen, met trugarez ar re zrouk a zo kriz.


Debriñ a reont kig va fobl, hag e tennont o c'hroc'hen diwarno, hag e vruzunont o eskern, hag o lakaont a-dammoù evel evit ar pod-houarn, evel kig en ur gaoter.


An deiz war-lerc’h a oa deiz goude ar c’hempennadur, ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas, a yeas da gavout Pilat


Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c’hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad,


Neuze Pilat a gemeras Jezuz hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet.


Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c’hwec’hvet eur. Lavarout a reas d’ar Yuzevien: Setu ho roue.


Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez.


Neuze e krougas ouzh ur c'hoad roue Ai betek an noz. Da guzh-heol, Jozue a c'hourc'hemennas ma vije diskennet e gorf diouzh ar c'hoad, hag e voe taolet ouzh toull-dor kêr; hag e voe savet warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan