Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 19:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskañ a rejont gant ur vantell limestra

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag ar zoudarded o veza great eur gurunen spern, a lakeaz anezhi var he ben, hag e lekejont en‐dro dezhan eur vantel bourpr.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 19:2
7 Iomraidhean Croise  

Kriet o deus war-zu ennout hag ez int bet dieubet, lakaet o deus o fiziañs ennout ha n'int ket bet mezhek.


Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.


Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.


Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.


Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan