Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 18:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Neuze e kasjont Jesus euz a di Gaïphas d’ar pretouar; an dra‐man a oa deuz ar beure, ha na antrejont ket er pretouar, gant aoun d’en em souilla hag evit gallout debri ar Pask.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 18:28
33 Iomraidhean Croise  

Gant tud drouk, goapaerien pilpous, o deus grigoñset o dent em enep.


rak o zreid a red d'an droug, hag e hastont da skuilhañ gwad.


rak ne gouskont ket ma n'o deus ket graet un droug bennak, hag o c'housk a zo lamet diouto ma n'o deus ket lakaet unan bennak da gouezhañ,


D'ar c'hentañ miz, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, e vo ar Pask: Ar gouel a bado seizh devezh, hag e vo debret bara hep goell.


Gwalleur d'ar re a raktres traoù direizh hag a ijin an droug war o gweleoù! Da c'houloù-deiz e sevenont an traoù-se, dre m'o deus ar galloud en o daouarn.


Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi hag a zastumas en-dro dezhañ an holl strollad.


Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont an holl strollad.


Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas. Hag e lakajont anezhañ da zont dirak o sanedrin.


Pask ar Yuzevien a oa tost ha kalz a dud eus ar vro a bignas da Jeruzalem a-raok ar Pask evit en em c’hlanaat.


hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se.


Simon-Pêr, gant un diskibl all, a heulias Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur hag a yeas gant Jezuz e porzh ar beleg-meur,


Neuze Pilat a zistroas d’ar pretordi, a c’halvas Jezuz hag a lavaras dezhañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien?


Met, bez’ hoc’h eus ur c’hiz en ho touez, ma laoskfen deoc’h unan bennak gant ar Pask. Ha fellout a ra deoc’h eta e laoskfen deoc’h roue ar Yuzevien?


Jezuz a respontas dezhañ: Ne’z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec’h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec’hed brasoc’h.


Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c’hwec’hvet eur. Lavarout a reas d’ar Yuzevien: Setu ho roue.


Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec’h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.


Lavarout a reas dezho: Anavezout a rit ez eo difennet d’ur Yuzev daremprediñ un diavaeziad pe mont en e di. Met Doue en deus desket din ne dlean sellout den evel saotret pe dic’hlan.


Kas eta da Jope da gerc’hat Simon lesanvet Pêr. Lojed eo e ti Simon, ur c’hourrezer, tost d’ar mor. Pa vo deuet, eñ a gomzo ouzhit.


hag a lavaras: Aet out e ti tud diamdroc’h ha debret ec’h eus ganto.


Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoù, en deus roet gloar d’e vugel Jezuz, an hini hoc’h eus droukroet ha dinac’het dirak Pilat, petra bennak m’en doa hemañ barnet e tlee bezañ laosket kuit.


Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet


Aberzhiñ a ri ar Pask d'an AOTROU da Zoue, da loened bras ha bihan, el lec'h en devo dibabet an AOTROU evit lakaat e anv da chom ennañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan