Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 15:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Ma vijec’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a zo dezhan; mes dre n’ez oc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet a‐douez ar bed, dre‐ze ar bed a deu d’ho kasaad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 15:19
19 Iomraidhean Croise  

Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.


Neuze e roint ac’hanoc’h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac’hanoc’h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da’m anv.


Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc’h? Ar bec’herien a gar ivez ar re o c’har.


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.


N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ.


Jezuz a respontas dezho: Ha ne’m eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac’hanoc’h a zo un diaoul.


Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.


Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.


ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.


An aerouant en em fuloras a-enep ar wreg. Mont a reas d’ober brezel d’ar peurrest eus he lignez, d’ar re a vir gourc’hemennoù Doue hag o deus testeni Jezuz-Krist.


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan