Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 13:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman: Na hellit ket dond el leac’h ma’z an.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 13:33
13 Iomraidhean Croise  

Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec’h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec’h ma’z an, ne c’hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc’h.


C’hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne’m gwelo ken, met c’hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.


Bez’ ez eus meur a chomlec’h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc’h. Mont a ran da gempenn ul lec’h deoc’h.


Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on?


Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc’h,


Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.


Bugale vihan, c’hwi a zo eus Doue hag hoc’h eus trec’het anezho, abalamour an hini a zo ennoc’h a zo brasoc’h eget an hini a zo er bed.


Bugale vihan, diwallit diouzh an idoloù! Amen.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan