Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 12:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 a gemeraz brancou palmez, hag a zeuaz d’he zialben, en eur grial: Hosanna! benniget ra vezo roue Israel, pehini a zeu en hano an Aotrou!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 12:13
19 Iomraidhean Croise  

Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.


Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.


D’an deiz kentañ e kemerot frouezh eus ar gwez kaerañ, brankoù palmez, skourroù gwez bodennek hag haleg eus ar stêrioù, hag en em laouenaiot e-pad seizh devezh dirak an AOTROU.


An AOTROU en deus tennet ar setañsoù douget ez enep, pellaet en deus da enebour. Roue Israel, an AOTROU, a zo ez kreiz, ne weli ken ar gwalleur.


rak me a lavar deoc’h, ne’m gwelot mui pelloc’h, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!


Saveteet en deus ar re all ha ne c’hell ket en em saveteiñ e-unan. Mar d-eo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz hag e kredimp anezhañ.


Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ, hervez ma’z eo skrivet:


Na’z pez ket aon, merc’h Sion, setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez.


Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N’hon eus roue all ebet nemet Kezar.


Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c’halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!


War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.


Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan