Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 9:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 eno e oa an aoter aour evit an ezañs hag arc’h an emglev holl c’holoet a aour, e-lec’h ma oa ul lestr aour hag ennañ ar mann, gwialenn Aaron he doa bleuniet ha taolennoù an emglev.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 eno e oa an ezanzouer aour, hag an arc’h a allians, goloet gant aour tro‐var‐dro, en pehini e oa ar pod‐aour, hag ar manna enhan, ha gwialen Aaron, var behini e savaz bleun, ha taolennou an allians.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 9:4
26 Iomraidhean Croise  

ar c'hibelloù, ar c'hontilli, an hanafoù, an tasoù, an ezañsoueroù en aour glan, ar mudurunoù aour evit dorojoù ti an diabarzh, da lavarout eo al lec'h santel-meurbet, hag evit dorojoù an ti, da lavarout eo an templ.


Hag aozet em eus ul lec'h evit an arc'h, e-lec'h m'emañ emglev an AOTROU, an hini en deus graet gant hon tadoù pa dennas anezho eus bro an Ejipt.


Ne oa en arc'h nemet an div daolenn-vaen, en doa lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa oant deuet er-maez eus bro an Ejipt.


Ne oa en arc'h nemet an div daolenn, en doa lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa oant deuet er-maez eus an Ejipt.


Lakaat a ri ar ouel dindan ar c'hlochedoù. Hag eno, en diabarzh d'ar ouel, e lakai da vont arc'h an Testeni. Ar ouel a zispartio evidoc'h al lec'h santel diouzh sant ar sent.


Pa en deus echuet Doue da gomz gant Moizez war Venez Sinai, e roas dezhañ div daolenn an Testeni, taolennoù maen skrivet gant biz Doue.


Moizez a zistroas hag a ziskennas a-ziwar ar menez, div daolenn an Testeni en e zorn, taolennoù skrivet war an daou du. Skrivet e oant war un tu ha war egile.


Moizez a ziskennas a-ziwar Menez Sinai; an div daolenn eus an Testeni a oa e dorn Moizez pa ziskennas a-ziwar ar menez, ha ne ouie ket penaos kroc'hen e zremm a oa deuet da vezañ skedus e-pad ma komze gant Doue.


Ober a reas aoter an ezañs e koad kasia; he hirder a oa un ilinad hag he ledander un ilinad; karrezek e oa hag hec'h uhelder a oa daou ilinad. Kerniel a zeue er-maez eus an aoter.


arc'h an Testeni gant he barrennoù, al lec'h-a-drugarez,


Lakaat a ri arc'h an Testeni hag e c'holoi an arc'h gant ar ouel.


Kemer a raio un ezañsouer leun a c’hlaou-bev a-ziwar an aoter dirak an AOTROU ha daou zornad ezañs a c’hwezh-vat poultrek, hag e tougo an traoù-se en diabarzh ar ouel.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Adlaka gwialenn Aaron dirak an Testeni, evit he mirout evel un arouez evit ar vibien a zispac'h; evel-se e paouezint o grozmol ha ne varvint ket.


Gwialenn an den a zibabin a vleunio, hag e lakain da baouez dirazon ar grozmol a vez rannet gant mibien Israel a-enep deoc'h.


An deiz war-lerc'h ez eas Moizez e teltenn an Testeni, ha setu, gwialenn Aaron evit ti Levi he doa broñset; bountet he doa broñs, produet bleunioù ha darevet alamandez.


A-benn daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh e roas an AOTROU din an div daolenn vaen, taolennoù an emglev.


Pa'z on pignet war ar menez evit degemer an taolennoù maen, taolennoù an emglev en deus graet an AOTROU ganeoc'h, ez on chomet war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriñ bara hag hep evañ dour.


Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.


Un ael all a zeuas hag en em zalc’has tost d’an aoter, gant un ezañsouer aour. Roet e voe dezhañ kalz a c’hwezh-vat da ginnig gant pedennoù an holl sent war an aoter aour a zo dirak an tron.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan